La popularité de ce livre sur Gleeph
Résumé
E-pad ar Grennamzer ha da houde zoken e veze c'hoariet misteriou. An darn-vuia aneze a veze abadennou sakr, a ziskoueze buhez Jezuz-Krist pe neuze buhez eur zant bennag. Pa lavaran e vezent c'hoariet, peurvuian e veze diskouezet war al leurenn nemed al lodenn genta, an hini a dremene war an douar (gand seiz c'hoant mab-den); an eil lodenn a veze greet «Purgator St Patrig» deuzouti (blaz prezegennou ar veleien warni) a veze laosket a-gos-tez. C'hoariet e veze ar misteriou-ze gand ar bobl hag arabad deoh kredi e veze greet en eun doare siriuz bepred, en despet ma veze linennou da zistaga! Tamm ha tamm e oa deuet an dud vunud da dagnal pe da zrevezi ar miste-riou-ze, o fal gante ober goap deuz ar veleien, an eskibien, evid diskouez ne heulient ket atao an hent mad gand al lezennou a kakeent e plas! Dario Fo 'neus dastumet skwerennou deuz ar misteriou pagan-ze. Amañ ne vo ket kontet deoh eured Kana hervez an Aviel med renta-kont unan e-noa paket eur pez mell tortad e-pad ar friko!... Ar Basion Vraz ne vo ket kontet deoh kennebeud med kentoh darvoudou bihan hag a dremen e-touez an dud e-pad ar Basion... Pemp taolenn on-eus dibabet kinnig deoh e-touez an deg bennag bet dastumet, reñket ha kempennet en eun doare a-feson gand Dario Fo.